Gwaz (evn)
Neuz
Ar gwazi, pe gwazied (distaget "gwayed" ha skrivet «gwaied» a-wechoù) a zo evned bras, hag a vez savet spesadoù 'zo evit o debriñ. Gwazi gouez zo ivez. Pared ar gwazi eo ar girzi. Benel eo ar ger gwaz.
Gant plu ar gwazi e veze skrivet betek ma teuas ar pluennoù dir.
Genadoù ha spesadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez gwazi er c'herentiad Anatidae er genadoù:
- Anser
- Gwaz louet (Anser anser)
- Gwaz-eostoù (Anser fabalis)
- Gwaz-erc'hegi (Anser caerulescens)
- Gwaz vailh (Anser albifrons)
- Gwaz vailh vihan (Anser erythropus)
- Gwaz beg berr (Anser brachyrhynchus)
- …
- Chen
- Alopochen
- Neochen
- Chloephaga
- Nettapus
Ar gwazi e faltazi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Loened drouk int a lavarer, hervez mojenn daoulagad santez Klervi. Se zo kaoz e vezont lakaet da ziwall an tier a-wechoù, evel m'o doa diwallet kêr Roma hervez ur vojenn all, hini gwazi menez Kapitol.
- Aisopos
- Titus Livius
- Beaj Nils Holgersson, levr brudet Selma Lagerlöf.